by Théodore Hersart, vicomte de La Villemarqué (1815 - 1895 )
Ar benn‑herez a Geroulaz
Language: Breton
I Ar benn-herez a Geroulaz E devoa eunn diduel vraz Enn eur c’hoari diouz ann dizez, Gant bugale ann aotrounez. Evid ar bloaz n’e deuz ket gret, Rag he danver na aotre ket ; Emzivadez eo aberz tad ; Grad-vad he c’herent a vez mad. — Va holl gerent a du va zad N’ho deuz biskoaz karet va mad Nemet c’hoantaet va maro, Da gaout war-lerc’h va mado. — II — Ar benn-herez a Geroulaz E deuz hirio plijadur vraz, O tougen eur zae satin gwenn, Ha boukedou aour war he fenn. Ne d-eo ket botou lasenet Boaz ar benn-herez da gaouet : Boteier seiz ha lerou glaz, Boaz eur benn-herez Keroulaz. — Evelse a gomzet er zal, Pa zeue’r benn-herez er bal ; Rag markiz Melz oa erruet, Gand he vamm hag heul braz meurbet. — Me garje beza koulmik c’hlaz, War ann doen a Geroulaz, Evit klevet ar gomplidi, Etre he vamm ha va hini. Me a gren gant pez a welann ; Ne ked heb sonj int deut aman, Euz a Gerne, pa zo enn ti, Eur benn-herez da zimizi. Gand he vad hag he hanv brudet, Ar markiz-ze d’in na blij ket ; Hogen Kerdomaz pellik zo A garann, a girinn ato. — Nec’het oa ivez Kerdomaz, Gand ann dud deut da Geroulaz ; Karout eure ar benn-herez, Hag a lavare aliez : — Me garje beza estik-noz Er jardin war eur bodik roz, Pa zeufe da zastum bleuniaou. Ni em welfe eno hon daou. Me garje beza krak-houad War al lenn a walc’h he dillad, Evit glibia va daou-lagad. Gand ann dour a c’hlib he daou-droad. — III Na Zalaun a zigouezaz Da zadorn-noz e Keroulaz, War he varc’hik du d’ar maner, ’Vel ma oa boazet da ober. War ann nor borz pa neuz skoet, Ar benn-herez neuz digoret ; Ar benn-herez, o tont er meaz O rei eunn tamm boed d’eur paour keaz. — Penn-herezik, d’in leveret, Peleac’h eo ho tudjentiled ? — Et int da gas ar chas d’ann dour, Salaun ke prim d’ho sikour. — Ne d- eo ket evid doura chas Ez ouun deuet da Geroulaz, Nemed evid ober al lez ; Ra viot furoc’h, penn-herez. — IV Ar benn-herez a lavare D’he mamm itroun, enn devez-ze : — Aboe ma ar markiz ama, Va c’haloun zo deut da ranna. Va mamm itroun, ha me ho ped, D’ar markiz Melz n’em roit ket ; Va roit kent da Bennarrun, Pe, mar kirit da Zalaun, Va roit kent da Gerdomaz, Hen-nez en deuz ar muia gras, Enn ti-mann e teu aliez, Hag he lezit d’in ober lez. — — Kerdomaz, d’in-me leveret, Da Gastelgall ha c’houi zo bet ! — Da Gastelgall ez ounn-me bet ; Mad, m’en toue, n’em euz gwelet. Mad, m’en toue, n’em euz gwelet, Nemed eur goz sal mogedet, Ha prenestrou hanter torret, Ha dorojou braz keulusket ; Nemed eur goz sal mogedet, Enn han eur c’hregik koz louet, O trailla foen d’he c’haboned ; Mar defe kerc’h na refe ket. — Gaou a livirit, Kerdomaz, Ar markiz zo pinvidik braz ; He zorojou zo arc’hant gwenn ; He brenestrou zo aour melen ; Houn-nez a vezo enoret A vezo gant-ha goulennet. — N’em bezo, mamm, enor e-bet, Nag ivez n’he c’houlennann ket. — Va merc’h, ankounit ann holl-ze, Trakent ho mad na zalc’hann-me ; Roet ar geriou, ann dra zo gret, D’ar markiz viot dimezet. — Itroun Keroulaz a gomze, Ouz ar benn-herez evelse, Dre m’e doa erez er galoun. Ha oa Kerdomaz he mignoun. — Eur walen aour hag eur sined, Gand Kerdomaz oent d’in roet, Ho c’hemeriz enn eur gana, Me ho azroi enn eur oela. Dall, Kerdomaz, da walen aour, Da sined, da garkaniou aour, N’ounn ket lezet d’az kemeret, Miret da zraou ne dleann ket. — V Kriz vije’r galoun na oelze, E Keroulaz neb a vize, O welet ar benn-herez keaz, O poket d’ann nor pa ’z ea meaz. — Kenavo, ti braz Keroulaz, Biken enn hoc’h na rinn eur paz ; Kenavo, va amezeien, Kenavo breman, da viken. — Peorien ar barrez a oele, Ar benn-herez ho frealze : — Tavit, poerien, na oelet ket, Da Gastelgall deut d’am gwelet. Ma a roi aluzen bemdez ; Teir gwech sizun, dre garantez, Triouec’h palevarz a winiz, A gerc’h ivez ker kouls hag heiz. Ar markiz Melz a lavare, D’he c’hreg nevez pa he c’hleve : — ’Vit kemend-all na refot ket, Rag va madou na badfent ket. — Va aotrou, heb kaout ho re, Me roio aluzen bemde, Evit dastumi pedennou, Goude hor maro, d’hon eneou. — VI Ar benn-berez a lavare, E Kastelgall, daou viz goude : — Ne gaffenn ked eur c’hannader, Da zougen d’am mamm eul lizer ? — Eur pajik iaouang a gomzaz Ouz ann itroun pa he c’hlevaz : — Skrivit lizeriou, pa gerfet, Kannaderien a vo kavet. — Koulskoude eul lizer skrivaz, Ha d’ar paj e-berr he roaz, Gant gourc’hemenn evit he gaz Raktal d’he mamm da Geroulaz. Pa erruaz al lizer gant-hi, A oa er zal oc’h ebati Gand lod tudjentil euz ar vro, Ha Kerdomaz a oa eno. P’e doe-hi al lizer lennet, Pa Gerdomaz Meuz lavaret : — Likit dipra kezek raktal, Ma ’z aimp fenoz da Gastelgall. — Itroun Keroulaz c’houlenne, E Kastelgall pa errue : — Netra nevez zo enn ti-ma, Pe’steignet ar perzier giz ma ? — Ar benn-herez oa deut ama A zo maro enn nozvez-ma. — Ma eo maro ar benn-herez, Me a zo he gwir lazerez ! Meur wech e doa d’in lavaret : D’ar markiz Melz n’em roit ket ; Va roit kent da Gerdomaz ; Hen-nez en deuz ar muia graz. — Kerdomaz ha ’r vamm dizeuruz, Skoet gand eunn taol ker truezuz, Zo en em westlet da Zoue, Er c’hlaostr du, evid ho buhe.
About the headline (FAQ)
Confirmed with Théodore Hersart Kervarker, Barzaz Breiz Didier et Cie, 1867, pages 293-299
Authorship:
- by Théodore Hersart, vicomte de La Villemarqué (1815 - 1895 ), "Penn-Herez Keroulaz", subtitle: "Ies leon", appears in Barzaz Breiz [author's text checked 1 time against a primary source]
Musical settings (art songs, Lieder, mélodies, (etc.), choral pieces, and other vocal works set to this text), listed by composer (not necessarily exhaustive):
- by Paul Le Flem (1881 - 1984), "L'Hétitière de Keroulaz" [ voice and piano ], d'après le Barzaz Breiz d'Hersart de la Villemarqué [sung text not yet checked]
Available translations, adaptations or excerpts, and transliterations (if applicable):
- FRE French (Français) (François-Marie Luzel) , "L'Héritière de Keroulaz" [an adaptation]
Research team for this text: Emily Ezust [Administrator] , Joost van der Linden [Guest Editor]
This text was added to the website: 2023-01-15
Line count: 178
Word count: 970